{Bzhg} N’eo ket echu ar Redadeg gant « Splann ! ». Redet hon eus hor c’hilometr diriaou vintin e Gwengamp hag e Montroulez e vimp disadorn da geñver gouel degouez ar Redadeg. 😉
Izili « Splann ! » a vo o terc’hel ur stand e porzh ar Manu e keriadenn ar c’hevredigezhioù. Posupl vo deoc’h prenañ levrigoù divyezhek hon enklaskoù a zo o paouez bezañ moulet. 1/
🎭 D'ar Sul 12 a viz Du e kinnigo Strollad Forst Fouen ar pezh-c'hoari e brezhoneg "Me n'in ket da Baris !" e Pont-ar-Veuzenn (sal F. Mitterrand da 5e noz).
📣 Kenaozet eo an abadenn gant Brezhoneg e Bro Rouzig. Priz dieub.